0 Mon panier
Lavar. Vol. 19

Lavar. Vol. 19

Editeur(s) Preder
Date de parution : 24/11/2016

Quatrième de couverture :

Lavar 19

Gant embannidigezh al levr-mañ e sevenomp unan eus al labourioù a lakae Guy Étienne da bouezus kenan, eizh vloaz war-lerc'h Lavar 18 deuet e gouloù e 2008.

Ar pep brasañ eus an notennoù zo gouestlet da respontoù Guy Étienne ha Yann-Baol An Noalleg d'ar goulennoù graet gant Martial Ménard evit sevel e c'heriadur Dictionnaire français- breton, embannet e 2012.

A hent all e vo kavet heuliad labourioù Guy Étienne war e Geriadur ar Vezekniezh hag atersoù Yann-Baol An Noalleg da Guy Étienne evit pengenni Geriadur ar Gimiezh, deuet er-maez e 2008.

Un dra nevez zo da venegiñ : donedigezh ur remziad yaouank war o stummadur, en o zouez diazezerion ar gelaouenn Nidiad, skrivet e brezhoneg kempred.

Diouzh e du e kendalc'h Laorañs Motrot da sevel notennoù war zanvezioù o tennañ d'e vicher skolaer, evel da skouer ar rizhoù raz.

Yann Varc'h Thorel, skolaer en ivez hag embanner An Treizher, a c'houlenn resisadurioù a-zivout krefen yezh, dalc'hmat en amboaz eus an unvaniñ.

Disponible sous 7j
(sous réserve de confirmation)
25.00 €
Livraison ou retrait librairie
Ean : 9782901383833
Pages : 414
Hauteur : 23.0 cm
Largeur : 16.0 cm
Epaisseur : cm